AR CHEÑCHAMANT HIN DISPLEGET D'AR GLESKERED
Éditeur
Nylnook
Date de publication
Langue
français
Fiches UNIMARC
S'identifier

Ar Cheñchamant Hin Displeget D'Ar Gleskered

Nylnook

Offres

  • Vendu par Librairie Dialogues
    AideEAN13 : 9791095663072
    • Fichier EPUB, avec Marquage en filigrane
    0.00

Komz a ra an holl diwar e benn, met n'ho peus ket komprenet gwall vat e pelec'h emañ an dalc'h dre just. Daoust petra eo ar sapre cheñchamant hin-se ? Pe, er c'hontrol, komprenet pep tra ho peus, met en dizesper oc'h da lakaat ho mignoned da gompren petra eo, kar n'int ket evit intent seurt en dra-se ... ? Gwiskit botoù ur glesker, splujit e-barzh ar gasterolenn, Sklaeroc'h e vo pep tra... ha tommoc'h ! Gant an 8 pajennad bannoù treset-mañ e vez diverret en ur mod peuz-skiantel ha diwir, hep mont re bell ganti 'vat, ar pezh a rank an nen kompren diwar-benn an dalc'h-se ... Hag eñ pouezus un disterañ evit hom amzer da zont ! N'omp ket klimatologourien holl. Hag evel e vez stadet er Guardian , « An darn vrasañ deus an dud a intent ar bed gant istorioù ha skeudennoù, ha n'eo ket gant listennadoù niveroù, dielfennoù statistikel, peotramant grafoù teknikel. Kement-se zo kaoz eo pouezus-tre kaout doareoù da droiñ ha da zisplegañ yezh chimik an dezrevelloù skiantel en ur mod dedennusoc'h ».

S'identifier pour envoyer des commentaires.